Digor e vez dorioù ar mediaouegoù deoc’h evit ma c’hellot kavet degemerapl ha bourrapl al lec’hioù-se en ho karter. Pep mediaoueg he deus he aergelc’hioù dibar evit kouchiñ doc’h goustoù pep unan.
Taolit ho pouez e kadorioù-brec’h mediaoueg Menemeur ha sellit doc’h an teulioù a bep seurt kinniget deoc’h evit ar vugale vihan ; dait da denniñ vad a brantadoù lenn ag ar choaz ha da ziskoachiñ ar bannoù-treset nevesañ evit ar yaouankiz e mediaoueg Kergadoù ; dait da glask e Glad dre skrid Kêr Gwened ha d’ober anaoudegezh gant pinvidigezh glad Breizh bet miret a-hed an istoer e mediaoueg Palez an Arzoù ; em lakait doc’h an teknikoù niverel hag akustumit doc’h an tablezennoù hag al lennerezioù karget a arloadoù, levroù ha mammennoù niverel e mediaoueg Beaupré-Tohannig.
AR SERVIJOÙ
Degemeret e viot er mediaouegoù evit selaou sonerezh, sellet doc’h ur film, lenn ar c’hazetennoù, lenn e-pad un herrad pe labourat e lec’hioù a-ratozh. Dijabl ha digoust eo monet di.
Kemerit perzh en abadennoù sevenadurel pe dait hepken da bourmen e-kreiz ar stalennoù levroù.
Kit àr Internet gant hon urzhiataerioù, tennit vad ag ar WIFI, moullit pe luc’heilit ho teulioù.
Grit anaoudegezh gant an danvez niverel evit c’hoari enlinenn, kontiñ istoerioù, selaou sonerezh, sellet doc’h ur film, troiñ pajennoù ar c’hazetennoù, em stummiñ pe studial.
ROUEDAD AR MEDIAOUEGOÙ
Em enskiviñ
Dijabl ha digoust eo monet da vediaouegoù Gwened. Ur wezh enskrivet e c’hellit amprestiñ teulioù (levroù, CDoù ha DVDoù), gober gant ul lennerez karget a levroù niverel, sellet doc’h an danvez elektronek ha monet digoust àr Internet.
Evit koumanantiñ ?
Dait d’ar vediaoueg a faot deoc’h ha kasit ganeoc’h :
-
•un teul-anaout ;
-
•ur brouenn annez nevesoc’h evit 3 miz ;
-
•aotre o zud evit ar vugale a zo edan 14 vlez ;
-
•hag ur brouenn m’hoc’h eus gwir da goumanantiñ en ur priz izel.
Blez e talv ar c’houmanant adal deiziad an enskrivadur.
Annezidi Gwened | Annezidi e diavaez Gwened | |
---|---|---|
Priz leun | 27,00 € | 44,70 € |
Priz izel | 16,05 € | 28,00 € |
Edan 18 vlez | 0 | 16,65 € |
Koumanant amprouiñ | 10,05 € | 10,05 € |
Koumanant touristerezh | 10,05 € | 10,05 € |
AMPRESTIÑ HA DASKOR
Amprestit levroù, kelaouennoù, lennerezioù ha CDoù kement ha m’hoc’h eus c’hoant, 4 DVD*, monet àr Internet ha klask en danvez niverel, e-pad 3 sizhun.
*(2 film faltazi ha 2 deulfilm)
Bonnoù emgefre a zo er mediaouegoù evit amprestiñ ha daskor al levroù, ar CDoù, an DVDoù, ar c’helaouennoù, ha sellet doc’h ho kont pe ampellaat ho prestoù.
Rekis eo ho kartenn goumanantiñ evit amprestiñ.
Amprestiñ ha daskor ho teulioù er vediaoueg a faot deoc’h.
BREIZH HAG ISTOER AR VRO
Levraoueg Gwened a zo bet e-pad daou gant vlez é serriñ un dastumad bras a-zivout danvez Breizh hag istoer ar vro. An dalc’had-se a zo e mediaoueg Palez an Arzoù, ur vediaoueg hollek, soñjet evel unan klok, tolpet ennañ teulioù e galleg, e brezhoneg hag e gallaoueg : kelaouennoù a-ziàr Breizh hag ar Vretoned, teullevroù, dodskridoù (oberennoù gant skrivagnerion ag ar vro, levroù dave, levroù faltazi a c’hoarvez o istoer er vro, penn-da-benn pe evit un darn), traoù moullet e Gwened, kraflevroù touristel pe pedagogel kozh, moullet a-ziforc’h…
Danvez Breizh a zo lakaet splann a-ziforc’h bremañ, gant ouzhpenn 8600 levr, 6500 anezhe er sanailhoù, ouzhpenn 1100 kraflevr, 1300 CD, 180 DVD pe dost, 450 kartenn-bost, 1300 moullskeudenn, 600 kartenn pe tres…
Er sal Breizh & Glad ivez e c’heller sellet dijabl, e galleg, brezhoneg ha gallaoueg doc’h levroù evit ar yaouankiz (albomoù, kontadennoù, skeudennaouegoù, bannoù-treset), bannoù-treset evit an dud daet, teulioù diàr mojennoù Arzhur hag an Daol-grenn.